la, rak ne vezo biken evit gouela kouls abek hag hou-man ? Ma lavarer d’e-hoc’h mont da gaout Jezuz er zakramant euz he garantez, tostait laouen, rak evit plijout da Zoue ne oufac’h ober tra gwelloc’h eget dilezel menosiou ho spered ha c’hoantegesiou ho kaloun. Bezit e pep tra hag e pep leac’h eeun a galoun evel eur bugel bihan. Eur galoun eeun a zo karet gant Doue hag a zo binniget gant-han er bed-man hag er bed all da viken.
1. — Ann ene mad. — Va Jezuz, va Aotrou, na peger mad eo d’ann ene feal azeza oc’h taol eno ho kichen, o veza ne zebr eno ken magadurez nemed-hoc’h hoc’h-unan, c’houi a zo he vuia karet hag a zo kalz dreist kement a oufe da c’hoantaat. Na peger mad e ve d’in skuilla dira-z-hoc’h hag a wir galoun, daelou a garantez, ha gwalc’hi ho treid gant va daelou evel a reaz ar Vadalen !