Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/548

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
536
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Pa weler, souezusa tra, ez eo red alia ar Gristenien da dostaat oc’h ann daol zantel evit maga ho ene gant ar bara a vuez, evit digemeret enn ho c’haloun Salver ann dud, Verb-Doue ; pa weler emint o klask a bep tu digaresiou evit pellaat diout-han ; pa weler ez eo d’ezho diez ha poaniuz ober ar pez a c’hourc’hemen ann lliz, me lavar dont, enn amzer ma’z int dalc’het da zont, da gemeret ho lod euz a gorf Jezuz-Krist hag euz he c’hoad ; pa sonjer e kement-se, ann ene a zeu da dec’het gant spount e-c’hiz ma rafe dirak eur spez dislounket gant ann ifern. E-touez ar Gristenien a dosta gant karantez oc’h taol zakr Pried ann eneou, darn a zo touellet gant kelennaduresiou fall, darn all zo nec’het ha dalc’het gant ho c’houstians re aounik ; ar re-ze holl ne gredont morse e vent e stad vad, hag a wechou e pellaont dioc’h ar goumunion gant ann doujans ho deuz evit ar zakramant-ze braz-meurbed. Ha ne ve ket red evit gwir d’ann den anaout petra eo he feiz ? Ha ne ve ket mad evit gwir e ve ar re a zebr bara ann Elez, ha ne ve ket mad e vent-hi glann ha santel evel ar sperejou euruz-ze ? Netra ne ve gwelloc’h ; hogen ann dra-ze, siouaz, a zo dreist nerz ann den, hag ann hini a ana-