a dle beza eur skouer vad d’ar re all ; ne dle ket beva e-c’hiz ma vev ar bobl, ne dle ket kerzet enn hent ma kerz ann darn-vuia euz ann dud ; bez’ e tle beva e-c’hiz ann elez enn env hag ober hervez ma ra ar re vad war ann douar.
3. — Pa vez he wiskamanchou sakr enn-dro d’ezhan, ar belek a zo e leac’h Jezuz-Krist he-unan hag a dle pidi Doue stard ha gant eur galoun izel, ken evit-han he-unan, ken evit ar bobl holl.
Dougen a ra kroaz ann Aotrou a-raok hag adre, evit m’en devezo atao sonj euz a c’hloasiou Jezuz-Krist. Dougen a ra ar groaz arao-z-han war ar gazul, evit ma evesaio piz oc’h buez Jezuz-Krist hag evit ma poanio kalounek da vont war he lerc’h. Dougen a ra ar groaz war he gein, evit ma c’houzanvo heb en em glemm ha dre garantez oc’h Doue, ann holl boaniou a zeuio d’ezhan a berz ar re all.
4 — Dougen a ra ar groaz enn tu diaraok euz ar gazul, evit ma ouelo dourek war he bec’hejou he-unan ; he dougen a ra a-ziadre, evit ma ouelo ive war bec’hejou ar re all dre druez out--