Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/519

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
507
IV LEVR. — V KENTEL.

ho, hag evit ma ouezo ez eo lekeat da hanterour etre Doue hag ar bec’herien, hag evit na baouezo da bidi Doue ha da oferenna, ken n’en devezo bet digant Doue trugarez evit ann holl.

Pa lavar ann oferen zantel, ar belek a ra enor da Zoue ha levenez d’ann elez ; rei a ra skouer vad d’ann Iliz, nerz d’ar re veo ha peoc’h d’ar re varo, hag hen he-unan en deuz he lod euz a bep seurt grasou Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Mar fell d’e-hoc’h anaout ervad peger braz eo stad ar veleien gristen, ez eo red d’e-hoc’h evesaat piz petra eo ar velegiach. Evel-se ec’h anavezer dourn Doue, ec’h anavezer ez eo bet lekeat ar veleien gant Doue he-unan abaoue ma’z euz anezho. Rak, eme ann Abostol, o veza n’euz nemet eunn Doue hep-ken, n’euz ive nemet eunn hanterour etre Doue hag ann dud, me lavar Jezuz-Krist, abostol ha belek-braz ar feiz ; beo bepret evit pidi Doue evid-omp. Pep belek, pa vez oc’h ober he garg, a zo e leac’h Jezuz-Krist, pe evit lavaret gwell, ar belek a zo Jezuz-Krist he-unan, a ra neuze e gwirionez ar pez a lavar hag ar