Doue avad a bleg d’ezhan kement tra zo pa blij gant-han, Doue a vez great pep tra hervez he c’hourc’hemenn, Doue eo en deuz great da genta ar mister-ze hag a ra anezhan bemdez war ann aoter hep na ve gwelet gant den e-bed.
2. — Bez’ e tleit eta, er zakramant sakr-ze, fisiout muioc’h e Doue holl-c’halloudek eget e kement tra a zeu enn ho spered pe er pez a welit dira-z-hoc’h. Rak-se ez eo red e tostafac’h oc’h ar zakramant-ze gant karantez ha doujans Doue. Bezit eta war evez hag evesait piz petra eo ar garg a zo roet d’e-hoc’h gant ann Eskop dre ann ursou sakr.
Setu c’houi belek ha sakret evit ar misteriou sakr. Evesait breman da lavaret ann oferen gant feiz ha karantez enn amzer ma’z eo red, ha da veza direbech e pep tra. Ne vezo ket skanvoc’h a ze ho peac’h, kredit se, rak breman oc’h staget startoc’h eget ne d-oac’h a-raok, hag e tleit beva enn eur zantelez vrasoc’h.
Eur belek a dle beza enn-han pep
seurt mad ha pep seurt furnez ; he vuez
15