Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/516

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
504
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



PEMPED KENTEL.


Diwar-benn santelez sakramant ann Aoter ha war stad ar veleien.


————


1. — Jezuz-Krist — Ha pa vec’h-hu glann evel eunn eal ha santel evel sant Iann-Vadezour, ne vec’h ket c’hoaz e stad vad evit tostaat oc’h ar zakramant zakr-ze nag evit he zerc’hel etre ho taouarn. Rak sakri ha kemeret korf Jezuz-Krist hag ive dibri bara ann elez ne d-eo ket eunn dra a zo dleet d’ann dud evit ar mad a zo enn-ho.

Mister braz-meurbed ! Na pegen huel eo stad ar veleien ho deuz bet eur garg ne d-eo ket bet roet d’ann elez ; rak n’euz nemet ar veleien hep-ken eo ho deuz bet ann ursou digant ann Iliz ; n’euz nemet-ho a hell lavaret ann oferen ha sakri korf Jezuz-Krist. Ar belek eta en deuz karg da zervicha Doue oc’h ann aoter ; gant komziou Doue eo e prezek, hervez ma’z eo bet gourc’hemennet gant Jezuz-Krist, pa reaz ar zakramant sakr.