Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/515

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
503
IV LEVR. — IV KENTEL.

anezho, ar madou-ze euz ann env. E keit-se, ar Spered-santel ne baouez da entana hor c’haloun dre ann tan euz a garantez Doue, ann tan-ze zo devet enn-han grisiennou ar pec’hed ; rei a ra d’e-omp, kouls lavaret, eur seurt c’houez vad euz a zudiou ann env, hag lor lakaat a ra e stad vad d’ho c’haout er bed all, goude ma vezimp eat da benn hon hent euz a greiz poaniou ar bed-man.

It eta d’ann eienen-ze a zired grasou Doue anezhi, tostait oc’h ann aoter, it da gaout Jezuz. Etrezek piou ez afemp-ni ken, Aotrou ? C’houi hep-ken a zo gan-e-hoc’h ar c’homziou euz ar vuez a bado da viken. Pa vezomp sempl, c’houi a ro nerz d’e-omp ; pa vezomp enn anken, c’houi a ro frealz d’e-omp ; pa darz ouz-omp hor gwall-ioulou a bep tu e-c’hiz eur mor dirollet, c’houi a lavar d’ann avel tevel, hag e teu ann amzer da veza sioul-meurbed.

Va Jezuz, ho karantez a wask ac’hanoun, ha va ene a sempla, ker braz eo he c’hoant da veza a-unan gan-e-hoc’h. Setu kemend am euz c’hoant da gaout ha netra ken ; ne c’hoantaann nemed-hoc’h, va Doue. Na pegouls ec’h helinn-me lavaret : va muian-karet a zo d’in, ha me a zo d’ezhan ; ne d-eo mui me eo a vev, Jezuz-Krist eo a vev enn-oun.