Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/511

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
499
IV LEVR. — IV KENTEL.

ho ene. Dre-ze ar re a ioa nec’het hag ho doa diouer euz a bep karantez abars koumunia, ar re-ze en em gav gwelloc’h goude m’ho deuz kemeret korf ha goad ho Doue.

Er c’hiz-ze eo a rit e-kenver ar re hoc’h euz great ann dibab anezho, evit ma welint sklear n’ho deuz netra anezho ho-unan, hag evit mac’h anavezint peger braz eo ar madou a zen d’ezho digan-e-hoc’h, dre ho kras ha dre ho madelez ; rak ho c’haloun a zo ien, kalet hag hep karantez. C’houi avad a ra d’ezho dont da veza tud birvidik, tud a feiz hag a wir garantez.

Hag evit gwir, piou eo ann den a dosta gant eur galoun izel oc’h eienen madelesiou Doue, hep ma’z afe gant-han eunn nebeut mad-bennag anezho ? Piou a dosta oc’h eunn tantad braz, ha ne domm ket eunn nebeut ? C’houi eo a zo ann eienen-ze a darz bepred dreist he barr, c’houi eo a zo ann tan-ze flamm bepred ha ne voug morse.

4.— Evel-se ’ta, ma ne vezann ket lezet da denna dour euz ar vammen dihesk-ze, ma ne vezann ket lezet da