unan evit ma vezo va c’haloun teuzet enn-hoc’h ha beuzet, kouls lavaret, enn ho karantez, hag evit na glasko mui frealzidigez all e-bed.
Rak ar zakramant sakr-man a zo silvidigez ann ene ha silvidigez ar c’horf ; pare a ra holl glenvejou ar spered. Dre-z-han va gwall-dechou a dorr war-n-ezho. va gwall-ioulou a vez mouget, ann temptasionou a vez trec’het pe vihaneet ; dre-z-han ar grasou a zeu da veza founnoc’h, ar furnez, pa vez anezhi, a ia war gresk, ar feiz hag ar fisians a zeu da veza krevoc’h, ar garantez a zeu da veza brasoc’h ha birvidikoc’h.
3. — C’houi hoc’h euz roet hag a ro c’hoaz bemdez kalz a c’hrasou d’ar re ho kar hag a dosta ouz-hoc’h gant feiz, o va Doue ; c’houi a ziwall va ene, c’houi a ro nerz d’ann den a-enep he zempladurez, hag a skuill enn he galoun ar frealzidigesiou ar re vrasa zo.
Rak rei a rit d’ezho frealzidigesiou braz a-enep kemend enkrez ho deuz ; sevel a rit anezho, pa vezont diskaret gwasa ; rei a rit d’ezho grasou nevez a garg ho c’haloun a levenez, hag a sklera