Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/509

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
497
IV LEVR. — IV KENTEL.

dour enn eunn eienen. Sklerijennit ive va daoulagad evit mac’h hellint gwelet eur mister ker braz ; krevait ac’hanoun, evit ma kredinn ar mister-ze gant eur feiz kre-meurbed.

Rak ar zakramant-ze a zo bet great gan-e-hoc’h, dre ho karantez ; ne d-eo ket bet great dre c’halloud den e-bed, ac’hanoc’h e teu, sakr hoc’h euz great anezhan, ne zeu ket a berz ann dud. N’euz den war ann douar, nag eal e-bed enn env, a ve evit anaout ar mister braz-ze. Na petra oufenn-me ’ta da anaout ha da zizolei enn eur mister ken huel, me pec’her fall, me ne d-ounn nemet douar ha ludu ?

2. — Tostaat a rann ouz-hoc’h, Aotrou, gant eur galoun eeun, gant eur feiz kre ha gwirion, evit ober hervez ho kourc’hemennou. Kredi a rann e gwirionez emoc’h er zakramant-ze evel Doue hag evel den. Bez’ e fell d’e-hoc’h eta ho tigemerfenn em c’haloun hag e venn a-unan gan-e-hoc’h dre ar garantez. Rak-se e pedann ac’hanoc’h da veza trugarezuz em c’henver, hag e

c’houlennann digan-e-hoc’h gras Doue he--

14***