eva ken ha hellinn, e tostainn evelato va genou oc’h genou ar c’han-dour a red euz ann env, evit mac’h hellinn diana eva eur veradennik-bennag da derri va zec’hed, hag evit na vezinn ket enn eur zec’hor ar vrasa.
Ma ne d-ounn ket c’hoaz evit beza hevel oc’h ar re a zo enn env; ma n’hellann ket beza entanet holl, evel eur Cherubin hag eur Serafin, me lakai evelato va holl boan da bidi ha da garet Doue ; me lakai va ene e stad vad, ha tostaat a rinn oc’h ar zakramant a zigas ar vuez, evit ma’z ai gan-en eunn elfennik-bennag euz ann tan a zo oc’h entana ar re euruz enn env.
Evid-hoc’h-hu, va Jezuz mad, va Zalver santel-meurbed, plijet gan-e-hoc’h, dre ho madelez ha dre ho kras, rei d’in kemend am euz ezomm, c’houi hoc’h euz galvet daved-hoc’h ann dud holl enn eur lavaret : Deut d’am c’havout c’houi holl hoc’h euz poan hag a zo dindan ho peac’h, ha me ho tiboanio.
5. — Labourat a rann, evit gwir, ar c’houezen oc’h va zal ; va c’haloun a zo