da zigemeret Map ann den, deut da gemeret he gorf hag he c’hoad a zo enn-ho ar wirionez hag ar vuez, o veza ne d-eo ket, evel a lavare ar Iuzevien, korf ha goad map Josef, hogen korf ha goad Map Doue. Aotrou, plijet gan-e-hoc’h n’am bezo biken diouer euz ar bara-ze ! Piou zo ha n’en defe naoun anezhan ? Piou zo ha ne garfe ket beza azezet oc’h ho taol zantel ? Piou a ve evit dilezel anezhi ?
1. — Ann ene mad. — Roit d’in, Aotrou, ho pennoz santel, evit ma vezinn e stad vad da dostaat oc’h ho sakramant sakr gant feiz hag evel ma’z eo dleet. Grit d’am c’haloun en em rei holl d’e-hoc’h, ha grit ive na vezinn mui ken dieguz d’ho servicha. Deut d’am gwelet, ha kargit va ene euz ho krasou a zigas ar zilvidigez, evit ma teuio va c’haloun da anaout peger braz eo ho madelez a zo kuzet holl er zakramant ze, evel ann