Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/507

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
495
IV LEVR. — III KENTEL.

puns ken doun se ha gant kemend a boan.

Her lavaret a rann adarre, pep den a fell d’ezhan beza euruz, ne fell ket d’ezhan kaout neb ezomm, na naoun, na sec’hed ; bez’ e fell d’ezhan kaout pep tra dioc’h he c’hoant, ne fell ket d’ezhan poania na labourat ; setu penaoz e kav d’ezhan ez eo euruz, setu petra a fell d’ezhan da gaout, n’euz tra all e-bed enn he galoun. Evit kaout ann traou-ze holl, e sko war henchou treuz, siouaz d’ezhan. C’hoantek eo euz a blijaduresiou ar c’horf hag euz a enoriou ar bed, hag e fell d’ezhan sevel dreist ar re all. Evit kaout kement-se, e c’hoanta beza pinvidik hag he c’hoant a gresk bepred ; goulenn a ra heb ehana ha ne lavar morse : a-walc’h eo. Bepred e lavar : Muioc’h c’hoaz, muioc’h c’hoaz ; c’hoanteg eo da anaout pep tra, da anaout ar wirionez. Ann den, siouaz d’ezhan, ne oar ket e pe leac’h ema ar wirionez a ve evit rei d’ezhan he walc’h anezhi. E-c’hiz ma ve o pennaoui, dastum a ra ar wirionez tamm aman, tamm a-hont, dre skoueriou mad pe fall ; hag evel ma’z eo skanv ann hini a glask anaout pep tra, hen-nez neuze a vez lekeat da fazia gant kemend hini a lavar e roio d’ezhan ar wirionez m’ema o klask anezhi.

Ha c’hoant hoc’h euz-hu n’ho pe morse naoun, n’ho pe morse sec’hed ? Deut da gemeret ar bara ne louedo biken, deut