ann env : ann hini a zebr ar bara-ze a vevo da viken.
Arabad eo marc’hata, ar c’homziou-ze a zo distak : red eo d’e-omp ober dioc’h ar gourc’hemenn, red eo lavaret : Kredi a rann, Aotrou, kreskit va feiz, Petra ho doa lavaret ar Brofeded ? Ar re baour a zebro hag ho devezo ho gwalc’h, hag ho ene a vevo da viken. Ar re binvidik war ann douar ho deuz debret hag ho deuz azeulet, hag ar re holl a zo o choum war ann douar en em strinko d’ann daoulin dira-z-han.
Ha ni ivez, debromp ha meulomp gant eur feiz kre ha stard ; debromp hor gwalc’h euz ar c’hik-ze ; evomp ar goad-ze a ra d’e-omp dont da veza jezuz-Krist he-unan. Oan a dal muioc’h eget oa ouled lavaret, dont a ra da baea a galoun vad ar pez a dleomp da Zoue ; oc’h-penn zo, dont a ra da unani he gik gant hor c’hik, he ene gant hon ene, evit rei d’e-omp, hep derc’hel netra eun tu diout-han, holl nerz he zakrifiz. Dre-ze e teu Jezuz-Krist da choum enn-omp hag ez omp leun a Zoue, o veza ma’z eo Doue holl enn he gorf he-unan. Souezusa tra, brasa karantez, ann den en deuz debret bara ann Elez. — Na penaoz eta ? — Setu a lavare sant Augustin : « Verb Doue, eme-z-han, en em ro he-unan da voued d’ann Elez, a zo en em c’hreat den hag a zo bet o choum enn hon touez. Verb