Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/479

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
467
IV LEVR. — WAR ZAKRAMANT ANN AOTER.

Doue a zo eta d’ar Sperejou euruz enn env eur boued n’en deuz ket he bar ; ar boued-ze a ve ivez roet d’hon ene, a zo ive spered holl, ma ne vije ket bet sammet dre ar pec’hed gant liammou ar maro. Enn eur stad ken izel, siouaz, ann ene a zo red d’ezhan lakaat he boan da brederia war ann traou a weler, evit dont da c’houzout petra eo ann traon ne weler ket. Evit se eo ez eo en em c’hreat den Verb Doue, gwir voued ann ene, evit ma vije gwelet gant ann holl hag evit ma teufe enn hor spered sonj ar Verb ne welomp ket, dre brederia war ann hini a welomp. Evit-han da veza en em c’hreat den evit ma vije gwelet gan-e-omp, Verb Doue a zo bepred hevel hag hep kemm e-bed »

Kristenien, it d’ar fest sakr, tostait oc’h ann daol e leac’h m’ema Jezuz oc’h en em rei holl d’e-hoc’h da viken. Kemerit ha debrit gwir vara ann env ; enn-han ema ann esperans hag ar vuez, enn-han ar gwir feiz hag ar gwir garantez.


————