Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
465
IV LEVR. — WAR ZAKRAMANT ANN AOTER.



EVIT HOR C’HELENN.


Dioc’h a welomp dre ar c’homziou aman a-raok, Doue en deuz great ar pez en doa lavaret, ar pez a c’hortoze ar bed holl, ha kement tra a ioa bet diouganet el Lezen goz. Ar gwir zakrifiz, ann hini a laka ann den a-unan da viken gant Doue, a zeu war-lerc’h ar sakrifisou n’ho doa nerz na galloud e-bed, o veza ne oant nemet eur skeuden euz ar gwir zakrifiz. Hor gwir Bask, Jezuz-Krist a zo bet lekeat d’ar maro ; Mann ann env a vago hiviziken bugale Israel kerkouls hag ann holl boblou euz al Lezen nevez, da lavaret eo, holl gwir vugale da Dad ar Gristenien, Evel ma reaz gwechall-goz roue ar peoc’h, Jezuz-Krist ar belek-braz hervez urs Melchizedek, Jezuz-Krist a ginnig da Zoue ar bara hag ar gwin, ar bara beo diskennet euz ann env ; hag ar bara aroa zo he gik, hag ar gwin a zo he c’hoad. E gwirionez ann neb ne zebr ket kik ha ne ev ket goad Map ann den, hen-nez n’en devezo ket ar vuez enn-han, rak va c’hik, eme Jezuz he-unan, a zo eur gwir voued ha va goad eur gwir evach. Ann hini a zebr va c’hik-me hag a ev va goad, hen-nez a choum enn-oun ha me a choum enn-han. Setu ar bara a zo diskennet euz