veza izeloc’h dira-z-oun ha da veuli muioc’h a ze va hano santel. Ann den hag a ansav peger braz eo he bec’hejou, peger bihan eo ar mad a zo enn-han ha peger pell ema c’hoaz dioc’h stad huel ar Zent, heu-nez a zo karet muioc’h gant Doue eget ann hini a brezek hag a ziviz da c’houzout pe zant a zo ar brasa pe ar bihana dirak Doue. Gwell eo d’ann den pidi ar zent gant daelou hag a wir galoun, ha goulenn skoazel digaont-ho oc’h en em izelaat. eget na d-eo klask anaout ann traou ne oar nemet Doue hep-ken petra int.
8. — Euruz-braz eo ar Zent enn env, ha bez’ e vent eurusoc’h c’hoaz, kouls lavaret, ma oufe ann den beza euruz enn he stad he-unan ha tevel e leac’h rambreal. Ar Zent ne dennont gloar e-bed euz ar mad ho deuz great, o veza ne gav ket d’ezho ho defe nep tra vad anezho ho-unan, ha ma reont pep tra dre garantez ouz-in ; hag evit gwir, me eo am euz roet pep tra d’ezho dre garantez out-ho.
Ker braz eo karantez ann holl Zent oc’h Doue, ker braz eo al levenez a zo