Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/465

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
453
III LEVR. — LVIII KENTEL.

pez a hillig ho c’haloun. Izelaat pe huelaat a reont ar Zent dioc’h ma plij dezho ho-unan, o veza ma’z int tud dibreder e-kenver ar pez a blij da wirionez Doue.

6. — Meur a hini ne d-int ket desket a-walc’h, re all ne d-int ket sklerijennet a-walc’h evit gouzout petra eo kaout ar gwir garantez a spered. O veza ma karont dioc’h plegou ho c’haloun, ha ma karont e-c’hiz ma kar ann dud, hiniennou a enor kentoc’h eur zant eget eur zant all ; kavout a ra d’ezho ez eo traou ann env hevel oc’h traou ann douar. Kemm braz-meurbed a zo etre sonjezonou ann dud ne d-int ket sklerijennet, hag etre sonjezonou ar re a zo sklereet gant Doue.

7. — Diwallit eta, va map, na zeufac’h da brezek diwar-benn traou a zo enn tu all d’ho spered, o klask anaout anezho. Kentoc’h e tleit lakaat ho poan da gaout eul loden, ha pa ve zo-ken ann diveza, e rouantelez Doue. Rak, ha pa oufe eur re-bennag pehini, e-touez ar Zent, a zo ar santela pe ar brasa e rouantelez ann envou, da betra ve mad kement-se d’ezhan, ma ne zeufe dre-ze da