Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
455
III LEVR. — LVIII KENTEL.

enn ho ene, n’euz netra evit kreski ho gloar hag ho euruzded. Seul vui ez eo braz ho gloar, seul vui a ze ez eo izel ho c’haloun, ha dre-ze ez int heveloc’h ouz-in-me hag e karann ive muioc’h anezho. Rak-se e lavar ar Skritur sakr : Teurel a reant ho c’hurunennou dirak tron Doue hag ec’h en em strinkent d’ann douar war ho genou, e-c’hars treid ann Oan, hag ec’h azeulent ann hini a zo beo euz a viskoaz da viken.

9. — Tud zo hag a c’houlenn piou eo ar brasa e rouantelez Doue. Ann dud keiz anezho ! Ne ouzont ket hag hi a vezo kavet mad da veza lekeat e-touez ar re vihana. Eunn dra vraz eo beza ar bihana hep-ken e rouantelez Doue, rak eno ann holl a zo braz, o veza ma vezint holl galvet bugale Doue, hag e gwirionez he vugale e vezint. Ar bihana enn ho zouez a vezo savet dreist kant ha kant, hag ar pec’her a varvo goude beva pell amzer.

Pa c’houlennaz va diskibien digan-en piou oa ar brasa e rouantelez ann envou, setu a oe lavaret d’ezho : Ma na zistroit ket oc’h Doue, ha ma na zeuit