Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ec’h hell beva er gwir frankiz a ro Doue d’he vugale.




DEKVED KENTEL.


Ne dleer ket komz hep ma ve red.


1. — Tec’hit muia mac’h hellot dioc’h tregas ar bed, rak noazout kalz a ra komz euz a draou ann douar, ha pa ve gant eur galoun eeun. Buhan a-walc’h e vez saotret ha touellet hon ene, o veza m’en em brizomp re hon-unan. Nousped gweach e karfenn n’em bije lavaret ger, ha ne vijenn ket bet e-touez ann dud ! Na perak eta e kavomp-ni ken eaz komz ha diviz etre-z-omp, pa’z eo gwir e kavomp peurliesa hor c’haloun dieaz pa davomp goude ? Ni a gav eaz komz evel-se, dre ma klaskomp, gant divizou e-leiz, en em frealzi ann eil egile, hag en em ziskarga euz ar beac’h menosiou a skuiz ac’hanomp.

2. — Kalz a vad a ra d’e-omp komz euz ar pez a garomp pe a c’hoantaomp da gaout, hag euz ann traou a ra poan d’e-omp. Kement-se holl, siouaz, ne dal netra peurliesa, rak frealzidigez ar bed a zeu