ma rafe pep-hini evel ma karfe ober. Senti zo al liamm a eren ann den oc’h ann den hag oc’h Doue ; senti a zo diazez ar peoc’h ha kef karantez ann dud etre-z-ho. Ann tiegesiou, ar rouantelesiou, ann Iliz ne oufent padout hep senti. Senti zo ar furnez vrasa ha stad wella ann den ; senti a vir ac’hanomp dioc’h fazi ha dioc’h pec’hed.
Petra eo ar fazi ? Kredennou fall ann den ne fell ket d’ezhan senti ouz hini e-bed, ha ne ra nemet diout-han he-unan. Petra eo ar pec’hed ? Oberiou fall ann den direiz ne fell ket d’ezhan senti ouz hini e-bed, ha ne ra nemet diout-han he-unan. — Livirit, me ho ped, oc’h piou eo rankout d’eomp-ni senti ? Oc’h eunn den evel-d-omp ? — Tra, tra ; eun den n’en deuz ket da welet war ann den ; dre nerz eo e laka ar re all da blega d’ezhan, ha mar teu da c’hourc’hemenn eunn dra-bennag anezhan he-unan, a-enep gwir eo. Doue a zo ar Roue holl-c’halloudek, n’euz nemet-han ; digant-han e teu hag e tired ann nerz hag ar gwir c’halloud, eme ann Abostol.
Enn eur zenti eta ouz ann eskibien, ouz ar roue, ouz hon tad hag oc’h kemend hini en deuz bet digant Doue karg ac’hanomp evit ober hor mad, e sentomp oc’h Doue he-unan. Euruz eo ann den a heul ar gelennadurez-ma ; neuze e vez distag dioc’h ar fazi, dioc’h ar gwall-ioulou, hag