a gar ober dioc’h m’en deuz c’hoant, hag a-gav gwelloc’h ar re a zo a-unan gant-han. Koulskoude, mar d-ema Doue enn hon touez, ez eo red d’e-omp a-wechou, evit kaout ar peoc’h, dilezel hor menosiou hon-unan.
3. — Piou eo ann den a oar pep tra penn-da-benn ? Na fisiit ket eta re enn ho menosiou hoc’h-unan, ha selaouit ivez a galoun vad menosiou ar re all. Mar d-eo mad ho menoz, ha mar tiskrogit anezhan dre garantez evit Doue, evit ober dioc’h menoz eunn all, muioc’h a ze a vad a reot d’e-hoc’h hoc’h-unan.
Aliez em euz klevet ez eo gwell kemeret kuzul evit ne d-eo rei. Rak menoz pep-hini a hell beza mad ; evit kement-se, neb a choum hep trei gweach e-bed gant ar re all, pa vez red, hervez ar skiant-vad, hen-nez a ziskouez ez eo penn fall hag en em briz re he-unan.
Jezuz-Krist a zo bet sentuz bete mervel, bete mervel war ar groaz. Piou goude-ze ne fallfe ket d’ezhan senti ? Ne ve reiz e-bed war ann douar, ne ve buez vad e-bed,