Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
I LEVR. — IX KENTEL.

d’ann-holl. Ann hini a zarempred re ann dud a zinerz he galoun oc’h he ranna etre Doue hag ar bed ; ann den a dle beva evel pa ve distag dioc’h ann douar. Trei a dleomp hon ene etrezek ann env, eme ann Abostol.




NAVED KENTEL.


Red eo d’ann den senti oc’h eur mestr e pep stad, ha plega d’ezhan.


1. — Eunn dra vad-meurbed eo senti oc’h eur mestr, heb ober dioc’h hor roll hon-unan. Gwelloc’h eo senti eget ne d-eo gourc’hemenn.

Kalz a dud a bleg d’ho mestr kent dre heg eget dre garantez ; ar re-ze ho deuz kalz a boan hag en em glemm evit nebeut a dra. Biken n’ho devezo ar gwir frankiz a galoun, anez senti a c’hrad vad hag hervez Doue.

2. — E pe leac’h-bennag ez eot, ne gavot ket ar peoc’h ma na blegit ket da eur mestr a greiz ho kaloun. Fazia a ra kalz a dud o kredi a vezint gwelloc’h enn eul

leac’h all. Evit gwir pep-hini ac’hanomp

1**