Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
I LEVR. — X KENTEL.

diwar goust frealzidigez Doue, hag a ra d’e-omp koll gwir frealzidigez ann ene. Dre-ze eta eo red d’e-omp teurel evez ha pidi Doue, enn aoun na’z afe ann amzer da goll.

Mar d-eo mad komz, komzit evit en em gelenn hervez Doue. Hor boaziou fall hag hon diegi da gerzet araok enn hent hor zilvidigez, eo a vir muia ouz-omp da deurel evez oc’h hor c’homziou. Koulskoude ann divizou santel, dreist holl ar re a vez etre tud a zo spered Doue enn-ho, a ro d’e-omp kalz a nerz evit kreski hor zantelez.


EVIT HOR C’HELENN.


E deiz ar varn, eme ann Aviel, ann den a ranko rei kred euz a gement ger goullo en devezo lavaret. Arabad eo d’e-omp beza souezet gant kement-se, rak buez ann den ne d-eo ket eur c’hoari : traou spountuz a hell c’hoarvezout gant-han da bep mare. Ann amzer emoc’h o laerez breman dre ziviz diwar-benn netra, ann amzer-ze a zo bet roet d’e-hoc’h da c’hounid ann env. Gwelit breman petra a rit anezhi ? Ha koulskoude piou a oar hag ho puez a vezo astennet d’e-hoc’h euz a

dreuz eunn neuden hep-ken.

1***