Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

rak dont a raio eunn deiz ma paouezo pep labour ha peb enkrez. Bihan dra eo kemend a ia gant ann amzer ha ne bad ket pell.

2. — Grit ervad ar pez a rit, labourit stard em gwinien, ha me va-unan a vezo ho tigoll. Skrivit, lennit, kanit, klemmit, tavit, pedit Doue, gouzanvit kalounek ar pez a zao enn hoc’h enep. Ne heller ket gounid ar vuez a bado da viken, anez stourm kalet er c’hiz-ze ha kaletoc’h c’hoaz.

Dont a raio ar peoc’h enn eunn deiz a zo anavezet gant Doue hep-ken ; war-lerc’h ann deiz-ze ne zeuio ket ann noz, evel ma teu war ann douar ; dont a raio war he lerc’h eur sklerijen a bado keit ha Doue, eur sklerijen vraz-meurbed, eur gwir beoc’h hep paouez.

Neuze ne leverot mui : Piou am distago-me dioc’h ar c’horf-man a varo ? Neuze ne griot mui : Na pe geit zo ounn-me divroad, siouaz d’in ! Rak neuze ne vezo ken euz ar maro, hag ho silvidigez a bado da viken ; neuze n’ho pezo neb enkrez, bez’ e viot el levenez hag