Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/397

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
385
III LEVR. — XLVII KENTEL.

enn dudiou. e-touez ar re euruz eun env.

3. — M’ho pe gwelet enn env ar c’hurunennou ho devezo ar Zent da viken ! M’ho pe c’houi gwelet peger braz eo breman levenez ar re zo bet lekeat tud ne oa ket dleet d’ezho beva ! Neuze e teufac’h dioc’h-tu d’en em izelaat beteg ann douar, hag e ve gwell gan-e-hoc’h senti oc’h ann dud holl eget na ve gourc’hemenn da eunn den hep-ken.

Neuze n’ho pe c’hoant e-bed da dremen ho puez enn dudiou, neuze e vec’h laouen o c’houzanv poaniou evit Doue, hag e kavfe d’e-hoc’h ez eo ho prasa mad beza evel netra e-touez ann dud.

Ma oufac’h ervad ar gwirionezou-ze, ma vent-hi eat doun enn ho kaloun, penaoz e kredfac’h-hu en em glemm goude-ze na pa ve nemet eur weach hep-ken ? Hag hen zo tra ziez da c’houzanv evit gounid ar vuez a bado da viken ? Hag hen zo bihan dra gounid pe goll rouantelez Doue ?

Savit eta ho taoulagad war-zu ann

env. Eno e welot ac’hanoun hag ive va

11*