Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/395

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
383
III LEVR. — XLVII KENTEL.

enep, gwasoc’h eget ne oufe ober ann dud. Ar re-man a davo ; enn enep, mouez ho koustians a gomzo dirak ar Barner ma’z eot bremaik dira-z-han, pell dioc’h trouz ar bed, e-kreiz ann amzer a davo da viken. Sonjit enn amzer spountuz-ze, ha neuze n’ho pezo enkrez e-bed gant ar pez a lavaro ann dud diwar ho penn.




SEIZVED KENTEL HA DAOU-UGENT.


Red eo e c’houzanvfemp ar poaniou gwasa zo evit gounid ar vuez a bado da viken.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, arabad eo e teufac’h d’en em zigalounekaat gant al labouriou emoc’h oc’h ober evit va gloar ; arabad eo ive e vec’h trec’het gant ann enkresiou. N’euz fors petra a c’hoarvezo gan-e-hoc’h, ra vezo va c’homziou-me o krevaat hag o frealzi ac’hanoc’h. Me zo a-walc’h ac’hanoun va-unan evit ho tigoll enn tu all da gement zo.

Ne vezo ket hirr ho pennad-labour er vuez-man, ho poaniou ne badint ket atao. Gortozit eunn nebeut hag a-benn nemeur e vezo torret nerz ho poaniou ;