zo kuzet enn amc’houlou ; neuze ive teod ann dud n’en devezo digarez e-bed.
3. — Me eo a zao enn eunn tenn, ann hini a zo izel he galoun ; dre-z-oun e teu da veza gwiziekoc’h er gwirionesiou sakr eget na oufe beza eunn all, ha pa ve bet dek vloaz er skolachoù. Me a zesk anezhan hep na glever trouz va c’homziou, heb ober dael, hep tregas na fouge, hep striv na kabal.
Me eo a zesk d’ann dud disprizout traou ann douar, ober fae euz ar madou a dremen, klask madou ann env, ar madou a bado da viken ; me eo a zesk d’ezho ho c’havout mad. Me eo a zesk d’ann dud tec’het dioc’h ann enoriou, gouzanv pep dismegans, lakaat enn-oun pep fisians hep c’hoantaat netra all e-bed nemed-oun, ha va c’haret stard dreist kement tra zo.
4. — Oc’h va c’haret a greiz ho c’haloun, meur a hini ho deuz desket traou ann env ; eunn dudi e oa klevet anezho o komz euz ann traou-ze. Kerzet ho deuz buhanoc’h enn hent ar mad oc’h en em zilezel e pep tra, eget n’ho divije great