Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/379

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
367
III LEVR. — XLIII GENTEL.

o trei ho spered war-zu ann traou huela zo.

Da lod e lavarann traou a zell oc’h ann holl, da lod all e lavarann traou a zell out-ho ho-unan hep-ken. Da zarn zo en em ziskouezann sioul evel eur skeud pe evel eur c’horf-bennag ; da zarn all e tiskleriann sklear-meurbed ann traou ne oar den nemed-oun.

Pep ger a lenner el levriou a zo hevel d’ann dud holl ; ann holl evelato, goude lenn, n’int ket desket kement ha kement, o veza ma’z eo me eo a zesk ar wirionez d’ar galoun, o veza ma furchann bete diabarz ann ene ha ma welann pep menoz ; me eo a zoug ann den d’ann oberiou mad, ha rei a rann da bep-hini hervez ma plij gan-en.


EVIT HOR C’HELENN.


Meur a hini en em skuiz hag en em laka e poan evit dont da veza gwiziek. Me am euz gwelet, eme ar Furnez, ez oa ive kement-se moged, labour ha poan spered. Na petra dalvezo d’e-hoc’h anaout traou ar bed-man, pa ne vezo mui netra anezhan ? D’ann deiz diveza ne vezo ket gou-