Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
365
III LEVR. — XLIII GENTEL.


Diwallit nep tro na lennfac’h va Skritur sakr evit dont da veza lakeat den fur ha gwisiek ; poanit da drec’hi ho techou fall, rak talvoudekoc’h e vezo d’e-hoc’h ober kement-se eget anaout meur a dra ziez a zo.

2. — Pa ho pezo lennet, pa ho pezo desket eunn taol traou, e vezo red, kaer ho pezo, dont d’ar penn kenta euz a bep tra.

Me eo a ro ar gwir skiant d’ann den hag a sklera spered ar vugaleigou muioc’h eget na oufe ober ann dud. Oc’h piou-bennag e komzann-me, hen-nez a vezo fur hep-dale hag a ielo war gresk er vuez a c’hras. Gwaz a ze d’ar re a glask deski kalz a draou gant ann dud ha n’en em lekeont nemeur e poan da glask ann dro d’am servicha me !

Eunn amzer a vezo, e vezo gwelet Mestr ar Vistri, Doue ann Elez, o tont da choulenn digant pep-hini petra a oar, da lavaret eo, Jezuz-Krist o tont da furcha kaloun ann dud. Neuze eur goulou gant-han enn he zourn, neuze e klasko piz e pep korn tro e Jeruzalem ; neuze e vezo dizoloet kement tra