Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

zo beo hag a zo miret beteg he zonedigez, ne-d’aimp ket a-raok ar re a zo kousket. Rak, pa c’hourc’hemenno ann Arc’hel, pa vezo klevet he vouez, pa vezo klevet soun trompill Doue, neuze ann Aotrou he-unan a ziskenno euz ann env, hag ar re a vezo maro e Jezuz-Krist a zavo da genta. Enn ho goude, ni a zo beo hag a vezo bet bete neuze, ni a vezo savet gant-ho er goabrennou, a-raok Jezuz-Krist, e-kreiz ann envou, hag er c’hiz-ze e vezimp gant ann Aotrou evit-mad. En em frealzit ann eil egile gant ar c’homziou-ze.




TREDE KENTEL HA DAOU-UGENT.


A-enep ar gwiziegez fall euz ann dud.


1. — Jezuz-Krist. — Va map, arabad eo e rafac’h stad na van euz a gomziou kaer ann dud, rak rouantelez Doue n’ema ket er chomziou ; er furnez hag er mad eo ema. Selaouit va c’homziou-me, entana a reont ar galoun, skleraat a reont ann ene, digas a reont enn-han ar c’hlac’har hag ar gwir frealzidigez.