vezo meuleudiou, galloud, enor ha gloar a viskoaz ha da viken.
Mar teuann da zizolei menosiou va c’haloun, mar teuann da c’houlenn ouz-in va-unan petra ounn, neuze e welann ema va spered o vont hag o tont tu-ma tu-hont. hag ema e-tal bepred da fazia ; neuze e welann ez eo edro pleg va c’haloun ; neuze e welann, hep gouzout perak, ar fisians hag a-wechou all ar spount o sevel em ene ; neuze ive ne gavann enn-oun nemet techou fall, nemet c’hoantegesiou stank oc’h heskina, oc’h enkrezi ac’hanoun. Gweach a vez e kavann enn-oun eul levenez ne bad pell ; gweach all, hag aliesoc’h, siouaz d’in, e kavann eunn doan ar vrasa. Kavout a rann enn-oun war-enn-dro holl gwall ioulou ar bed hag ive eunn dra, ne ouzoun petra eo, ounn douget gant-hi war-zu ann env ; bez’ e kavann enn-oun eur spered sempl a dro hag a zistro, hag ive gwall stambouc’h ar galoun e-kreiz ar vrasa dienez. Setu aze va stad-me e-c’hiz ma’z eo bet great gant ar pec’hed ; oc’hpenn-ze, ansao a rann ne d-ounn ket evit en em zevel ac’hanoun va-unan euz ar stad ken izel-ze.
Red e oa e teufe Doue he-unan da zevel