Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/369

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
357
III LEVR. — XL GENTEL.

ar seurt beac’h, den diskaret ma’z ounn ! Anez ma vije deuet hor Zalver, Map Doue, ann den a vije bet kollet da viken. Deuet eo hor Zalver : setu me aman, eme-z-han. Paeet en deuz gant he c’hoad ar boan dleet d’hor pec’hejou, digaset en deuz a nevez gant ne c’hras ar peoc’h spered hag e kaloun ann den. Dre ar c’hras ann den a zo deuet da veza adarre skeuden Doue.

O karantez a zo dreist spered ann den ! Petra raimp-ni evit ken aliez a vadou ? Ansavomp hor zempladurez hag hor paourentez ; ansavomp ne zeu ac’hanomp hon-unan netra euz ar madou en deuz roet Doue d’e-omp a c’hrad vad ; enoromp ha meulomp ann nini hep-ken a dle beza meulet hag enoret, ha neuze leveromp a greiz hor c’haloun evel ma lavaraz ar Profed : Aotrou, va Doue, ho kalvet em euz, ha c’houi hoc’h euz pareet ac’hanoun. Tennet hoc’h euz va ene euz ann ifern, va felleet hoc’h euz diouz ar re a ziskenn el lagen. Kanit meuleudiou ann Aotrou Doue, c’houi holl a zo he Zent ; meulit he hano santel da zerc’hel sonj anezhan.


————