Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
355
III LEVR. — XL GENTEL.

end abek d’ar mad a zo enn-omp : o lakaat hon holl levenez enn-hoc’h hag o viret na lakafemp hor c’harantez e nep tra nemet enn-hoc’h eo ema hep-ken.

Ra vezo meulet hoc’h hano da viken, ha va hini-me tamm e-bed ; ra vezo meulet kement tra a rit, hag ar pez a rann-me tra e-bed ; ra vezo binniget hoc’h hano santel, ha n’am bezo-me pers e-bed e meuleudiou ann dud. C’houi a zo va gloar, c’houi a zo levenez va c’haloun ; enn-hoc’h e likiinn va holl c’hloar ha va holl levenez hed va buez. Evid-oun-me n’en em veulinn nemet enn abek d’am foaniou.

6.— Ra glasko ar Iuzevien ar c’hloar a zeu d’ann eil digant egile er bed-man ; evid-oun-me ne glaskinn gloar all e-bed nemet ar c’hloar a zeu digant Doue he-unan. Rak pep gloar, holl enoriou ann dud, holl fougeou ar bed ne d-int nemet moged ha follentez e-skoaz ho kloar a zo a viskoaz hag a vezo da viken.

O va gwirionez ! O va zrugarez ! O va Doue ! Treinded euruz ! D’e-hoc’h-hu, ra