Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
320
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

Map, ha dre ar Map a-unan gant ann Tad, neuze Jezuz-Krist, skouer ha pried ann ene, a ra ma’z eo mui-oc’h-vui hevel out-han he-unan. Bez’ e fell da Jezuz e c’houzanvfe ann ene ar pez en deuz gouzanvet he-unan ; bez’ e fell d’ezhan e ve ann ene hevel out-han, kouls lavaret, dre gemend stad ma tremeno. Bez’ e fell d’ezhan e rafe ann ene kement-se holl a galoun vad hag hep klemm, e-c’hiz ma reaz he-unan pa’z edo war ann douar. A-wechou e kas ann ene war venez Thabor, evit ma welo ac’hano ar madou a vezo roet d’ezhan, mar bez mad a bep hent. Peurliesa e kas ann ene war venez Olivez da di ar Pretor, pe war venez Golgotha, e pe leac’h e tle beza peur-c’hreat ar zakrifiz. Er stad-ze ann ene, pe hen a zo sklerijennet ha frealzet gant Doue, pe hen a zo dilezet gant-han dioc’h ann doare, pep tra a zeu d’ezhan da vad, o veza ma kar he Zoue, o veza ne skuiz ket, e-kreiz ar poaniou kouls hag e-kreiz ann dudiou, o karet ann hini a c’halv anezhan d’ar zantelez. Neuze ann ene a zo sioul ha n’en deuz ken preder nemet ober ar pez a blij gant Doue. Ann ene avad ne d-eo ket distag c’hoaz dioc’h traou ann douar, a zo bepred enn nec’h hag enn enkrez ; kerzet a ra enn devalijen ha kant tra a stourm out-han.

Torromp eta buhan-buhan hor chadennou, na glaskomp nemet Jezuz, na