Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
III LEVR. — XXXII KENTEL.

c’hoantaomp nemet-han. War-zu piou ez afemp-ni ? Enn-han ema ar c’homziou euz ar vuez a bado da viken. Dilezomp pep tra evit mont d’he heul, ha lezomp ar re varo da zebelia ar re varo.




EIL GENTEL HA TREGONT.


Red eo d’e-omp en em zilezel hon-unan ha plega c’hoantegesiou hor c’haloun.


————


1. — Jezuz-Krist. — Va map, ne d-oc’h ket evit kaout ar gwir frankiz a galoun ma n’en em zilezit ket a-grenn hoc’h-unan. Nasket eo, ar re a zo stag ouz ho zra hag en em gar ho-unan. Falvezout a ra d’ezho kaout pep tra, gouzout pep tra ; nec’het int hag atao emint o klask ho eaz ho-unan, hep derc’hel stad euz ar pez a blij d’in-me. Oc’h-penn zo, poania a reont aliez evit traou ne hellont ket padout, rak mont a rai holl da netra kement ne zeu ket a berz Doue. Ho pezet sonj euz ar c’homziou zo aman war-lerc’h, kaer-meurbed int hag hi berr : dilezit pep tra hag e kavot pep tra ; list c’hoantegesiou ho kaloun hag e kavot ar peoc’h. Grit preder a galoun