Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319
III LEVR. — XXXI KENTEL.

dioc’h traou ar bed. Aon den ne zell nemet oc’h ann diaveaz ; ar c’hras avad a zell oc’h ann diabarz. Ann den a zeu aliez da fazia ; ar c’hras a laka he fisians e Doue, ha ne sko ket diwar he hent.


EVIT HOR C’HELENN.


Ken na vezo hor buez kuzet e Doue gant Jezuz-Krist, evel a lavar ann Abostol sant Paol, ne d-omp ket d’ezhan holl a vad. Ne dlefemp beza nemet unan gant ann Tad ha gant ar Map ; ne d-omp ket, siouaz d’e-omp. Etre Doue ha ni ez euz eunn dra-bennag, eunn dra hag a stag ac’hanomp ouz-omp hon-unan hag ouz ann traou krouet. Hor c’harantez a zo etre daou ; gweach e sao war-zu ann env, gweach all e skramp war ann douar. Mar fell d’e-omp beva er vuez kuzet gant Jezuz-Krist e Doue, ez eo red d’e-omp terri ann oll liammou a stag ac’hanomp oc’h ar bed. Neuze o veza distag dioc’h kemend tra a dremen, goloet tro-war-dro, kouls lavaret, gant Doue ha beuzet enn he sklerijen, neuze ann ene ne wel nemet Doue, ne vev nemet e Doue, ne vev nemet gant he wirionez ha gant he garantez. Dont a ra kement-se holl enn ene dre henchou ne oufet lavaret pere, ker burzuduz int. Neuze ive, pa vez ann ene a-unan gant ar