gwelet ho purzudou, goude klevet ho kelennaduresiou, petra c’hoarvezfe ’ta gan-e-omp naa na vemp-ni ket sklereet, evel ma’z omp, da vont d’hoc’h heul rag-eeun ?
Buez ann den war ann douar ne d-eo nemet anken, dienez ha poan ; piou ne oar se ? Kastizet omp, eunn dra anat eo ; hag evel ma’z eo leal ha galloudek ann hini a gastiz ac’hanomp, n’omp ket, kaer hon euz, evit distrei ar boan diwar-n-omp. Er stad-ze, ann den a zo red d’ezhan kemeret etre daou : stourm out-han he-unan heb ober van e-bed euz ar poaniou, pe en em rei d’ar plijaduresiou evit distrei diwar he boaniou. Petra en deus-hen great? Klasket en deuz he eurusded e plijaduresiou ar c’horf hag e stambouc’h ar galoun ; hag o veza ne d-oa ket evit kaout ar pez ma’z edo o c’hedal, neuze en deuz goloet he benn hag en deuz lavaret : n’euz netra vad e-bed a-enep poaniou ar vuez.
Setu penaoz edo ar bed, pa oe klevet eur vouez o lavaret : euruz ar re a zo o ouela. Ann holl dud a zelaou ; souezet-braz int hep gouzout perak, ha gwelet a reont pegen euruz eo ar re a ouel. Neuze dioc’h tal ar groaz a zo stag out-hi Jezuz-Krist, ann