Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
III LEVR. — XVIII KENTEL.

den a boaniou, neuze dioc’h tal ar groaz e tired anezhi war ann dud kalz a frealzigez ne ouient araok hano e-bed anezho. Goloet gant eur c’houezen a c’hoad hag e-kreiz gloasiou he dremenvan, Jezuz en deuz lavaret : va ene a zo glac’haret bete mervel ; hag a-c’houde-vez, ann den war ann douar a oe laouen hed he vuez.

Ann hini en deuz eur gwir c’hlac’har enn abek d’he bec’hejou, ann hini en deuz ar gwir garantez, ar re-ze a glask ar poaniou, a gar hag a c’halv anezho ; enn amzer a-vreman e kav d’ezho ez eo re zibaot ar poaniou war ann douar. Pe seurt burzud a zo ’ta c’hoarvezet ? O Jezuz, Map Doue, sklereet hoc’h euz ar bed gant ho sklerijen, skuillet hoc’h euz ho kras war-n-ezhan ; hag ann den, goude skei diwar he hent, en deuz her c’havet adarre enn-hoc’h-hu a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez ; ann den en deuz anavezet, goude beza pec’het, n’oa netra vad all e-bed d’ezhan nemet ar binijen hag ar boan ; setu petra a zo c’hoarvezet. Neuze ann den en deuz lavaret enn eur zellet ouz ar groaz : gouzanv pe vervel.

Oan Doue, a lam pec’hejou ar bed, grit ma c’houzanvinn gan-e-hoc’h ; ha pa vezinn war va zremenvan, e-kreiz va foaniou diveza, grit ma varvinn enn eur zonjal a zevri er poaniou ho deuz digoret d’e-omp dor ann envou a ioa bet serret gant ar pec’hed.