Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
III LEVR. — XVIII KENTEL.

Breman e kaver enn-hi kalz muioc’h a frealzidigez eget ne gavet enn amzer al lezen goz, d’ar c’houls ma’z oa serret dor ar Baradoz, d’ar c’houls ma’z oa tevaloc’h hent ann env ha ma’z oa ken-nebeut a dud a zalc’he stad euz a rouantelez Doue. Hag oc’h-penn zo, ar re a ioa neuze mad a bep hent hag a dlie beza salvet, ar re-ze ne oant ket evit mont da rouantelez Doue, ken n’ho pije c’houi gouzanvet ho kloasiou, ken n’ho pije c’houi prenet ann dud dre ho maro sakr.

O ! na pegement ne dleann-me ket ho trugarekaat, c’houi hoc’h euz prizet diskouez d’in ha d’ann holl Gristenien ann hent eeun ha mad a gas d’ho rouantelez a bado da viken. Rak ho puez a zo hon hent ; ann hini a c’houzanv hep klemm evel ar Zent, hen-nez a gerz war-zu enn-hoc’h-hu, va Doue, c’houi a zo hor c’hurunen. Ma na vijec’h ket eat enn hor raok war ann hent-ze, ma n’ho pije ket kelennet ac’hanomp, piou a zonjfe mont d’hoc’h heul ?

Nag a dud, siouaz, a choumfe pell adre, ma na ve ket ho skouer sakr dirak

ho daoulagad ! Mar d-omp klouar goude

8