Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


2. — Ne d-euz eta, va Doue, ne d-euz santetez e-bed, mar tennit ho tourn gan-e-hoc’h. Ne dal netra furnez e-bed mar paouezit da ziskouez ann hent ; nerz e-bed ne hell rei skoazel ma ehanit d’he harpa ; den ne hell beza glann, ma ne ziwallit ket anezhan. Beza war evez ne dal netra d’ann den, ma n’emoc’h-hu, Tad santel, o teurel evez out-han.

Pa vezomp dilezet gan-e-hoc’h, setu e kouezomp hag ez eomp da goll ; adal ma teuit d’hor c’havout, neuze e savomp hag e vevomp ; horjella a reomp, ha c’houi a starta ac’hanomp ; klouar omp, ha c’houi a domm hor c’haloun Na peger bihan, na pegen iskiz e tlefenn-me beza dira-z-oun va-unan ! Ha ne dlefenn-me ket kavout evel netra ann nebeud a zo a vad enn-ounn, mar d-euz ?

3 — O va Doue, pegement e tleann-me en em izelaat dirak ho parnedigesiou, daoust ma’z int dreist spered ann den ! Beuzet ounn enn-ho, ha kavout a ra d’in ne d-ounn ken nemet netra e-kreiz netra. O beac’h pounner-meurbed ! O mor braz ne heller ket da dreuzi ! Eno ne gavann