a bep ta nemet netra ac’hanouri va-unan.
Da beleac’h eta ez aio ar fisians a zeu d’ann den euz he furnez ? Holl c’hloar ar bed a zo mouget e-kreiz ar barnedigesiou a zougit war-n-oun.
4. — Na petra eo ann den dirarz-hoc’h ? Ann douar, pri ha fank, hag hen a zavfe a-enep ann hini en deuz great anezhan ! Ann hini a zo he galoun sentuz oc’h Doue, penaoz e ve hen-nez evit en em c’houeza, pa vez meulet gant ann dud ?
Ar bed holl ne oufe c’houeza kaloun ann hini a zo bet ar wirionez treac’h d’ezhan ; nag ive, meuleudiou ann dud holl ne vent ket evit rei beac’h d’ann hini a zo stard he fisians e Doue. Rak ar re a gomz ne d-int netra ; tremen a raint gant trouz ho c’homziou. Hogen gwirionez ann Aotrou Doue a zo a viskoaz hag a vezo da viken.
N’euz marteze gwasoc’h na flouroc’h temptasion e-touez ann holl demptasionou, eget ne d-eo ann Ourgouil a zao