Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
III LEVR. — XIV KENTEL.

na guzit ket ouz-in ho kourc’hemennou. Va ene ne c’hoanta ken nemet se. Deskit d’in, Aotrou Doue, ober e-c’hiz a fell d’e-hoc’h, o veza ma’z oc’h Doue.




PEVARZEKVED KENTEL.


Red eo teurel evez oc’h barnedigesiou Doue, gant aoun na zeufe hor c’haloun d’en em c’houeza enn abek d’hon oberiou mad.


1. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, pa groz ho parnedigesiou a-ziouc’h va fenn, neuze e krenann em holl izili gant ar spount, ha va ene a zo enn eur strafil ar brasa. Mantret eo va c’haloun o welet ne d-eo ket glann ann env dira-z-hoc’h. Mar hoc’h euz kavet ar pec’hed e-touez ann Elez, ha mar d-oc’h bet didruez out-ho, petra zeuinn-me da veza neuze ?

Ar stered a zo kouezet euz ann env, ha me poultr ma’z ounn, petra am euz-me da c’hortoz ? Ar re a ioa ho oberiou da veza meulet dioc’h ann doare anezho, ar re-ze a zo kouezet e-mesk ar re izela, ha gwelet em euz ar re a zebre bara ann Elez, o lipat boed ar moc’h.