Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
III LEVR. — XI KENTEL.

zudiou ann ene, mar fell d’e-hoc’h kaout digan-en grasou e-leiz, e tleit ober fae war holl draou ar bed ha kas diouz-hoc’h holl blijaduresiou ann douar. Neuze e viot benniget, hag e kavot a-nevez pep seurt frealzidigez. Ha seul vui ma tec’hot dioc’h frealzidigez ann dud, seul welloc’h, seul vrasoc’h a ze e vezo va frealzidigez-me.

Siouaz, ne vezo ket hep beza stourmet da genta, ne vezo ket hep beza bet nec’h ha poan eo ec’h hellot kaout frealzidigez ann env, rak eunn tech fall-bennag a enebo ouz-hoc’h pep tro. N’euz fors, bez’ e viot treac’h d’ezhan dre heulia eur pleg gwelloc’h.

Evit klevet ar c’hik oc’h ober klemm, na rit van e-bed ; trec’het e vezo gant nerz ho spered. Ann aerouant, m’hen argarz, ann aerouant enn eur hilligat ho kaloun a stourmo ouz-hoc’h. List da ober ; garit ma pedot Doue, e tec’ho kuit : oc’hpenn-ze, oc’h ober eul labour mad-bennag e prennot out-han dor frank ho kaloun.