Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



EVIT HOR C’HELENN.


Pep den en deuz pec’het, pep den ivez a dle gouzanv poaniou ; houn-nez eo al lezen douget a-enep ann den war ann douar. Eul lezen wirion eo, rak Doue ne ve ket Doue, ma ve ar pec’hed digastiz. Eul lezen a garantez eo, rak pa c’houzanvomp hor poan a galoun vad ha pa vezomp a-unan gant hor Zalver, ar poaniou a bare ann ene hag a laka anezhan da veza glann evel ma’z oa gwechall, pa’z edo enn he stad genta. Perak ’ta en em glemmit-hu, pa vezit lekeat da blega dindan al lezen Doue-ze ? Ha klemm a rit-hu dre’nn abek ma ro Doue d’e-hoc’h eunn eil vuez dre he vadelez ? Ha klemm a rit-hu dre’nn abek ma’z oc’h hevel oc’h Jezuz-Krist a zo bet falvezet d’ezhan hag a zo bet red d’ezhan gouzanv kalz a boaniou evit ho prena, evel ma’z oa bet skrivet e levr ann Aviel : Neuze e teskaz d’ezho e tlie Map ann den gouzanv kalz a boaniou, beza tamallet gant ar re goz, gant beleien ar Iuzevien ha gant ar Skribed, ha beza lekeat d’ar maro. Setu petra a c’houzanvaz Jezuz evit pec’hejou ann dud ; mar fell d’e-omp e ve ann dra-ze talvoudek evid-omp, ez eo red d’e-omp gouzanv evel-t-han hag a-unan gant-han. War ar Groaz eo bet sevenet mister ar zilvidigez e pep-hini ac’hanomp. Ar Groaz a zo