ket bepred e peoc’h ; beza ho deuz aliez poan, nec’h hag enkrez.
Rak ann traou a gavont dudiusa a zigas a-wechou dezho poan hag glac’har. Ha n’eo ket hep gwir abek eo e c’hoarvez se gant-ho, o veza ne d-eo ket dleet d’ezho kaout hep doan hag hep mez ar plijaduresiou emint o klask hag oc’h heulia anezho, tud direiz ma’z int.
O ! na peger buan e tremen ann holl blijaduresiou-ze ! Na peger fall, na pegen direiz ha pegen mezuz int-hi ! Koulskoude ann dud reuzeudik ne d-int ket evit gwelet kement-se, o veza ma’z eo ho c’haloun touellet ha dallet gant plijaduresiou ar bed. Hevel int oc’h loened mud, kas a reont ho ene da goll, evit eunn dra zister a blij d’ezho er vuez kollidik-man.
Evid-hoc’h-hu, va map, na d-it ket da heul ho c’hoantegesiou, it kentoc’h e-biou d’ar pez a blij d’e-hoc’h. Ra vezo hoc’h holl zudiou beza e Doue ; neuze Doue a roio d’e-hoc’h kemend a c’houlenno ho kaloun.
5 — Mar fell d’e-hoc’h kaout gwir