Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
III LEVR. — XII KENTEL.

kavet ar peoc’h, pa ho pezo gouzanvet eunn taol braz a enkresiou, pa ho pezo gouzanvet kals a enebiez. Mar livirit n’oc’h ket evit gouzanv kalz a boaniou, penaoz ec’h hellot-hu gouzanv tan ar purgator ?

Euz a ziou boan ar vihana atao. Deskit eta gouzanv, dre garantez evit Doue, poaniou ar vuez-man, evit mac’h hellot er bed all en em viret dioc’h ar poaniou a bado da viken. Ha kredi a rit-hu n’ho deuz tud ar bed nep seurt poan, pe dihana nebeut anezho da c’houzanv ? Ar pez ne gavot ket eo se, ha pa glaskfac’h e-touez ar re eurusa a zo.

3. — Bez’ ho deuz kals a zudiou, hag evel a fell d’ezho a reont, eme c’houi ; dre-ze ne d-eo ket pounner beac’h ho enkrez.

4. — Mad ! Lekeomp ez eo gwir ann dra-ze, lekeomp ho deuz kemend ho deuz c’hoant da gaout. Pegeit e kav d’e-hoc’h e pado kemeut-se gant-ho ? Tremen a rai evel moged ar re ho deuz kals a vadou war ann douar, ha ne vezo mui hano e-bed euz ho flijaduresiou kent,

setu ! Endra vevont, kredit se, n’emint

7*