ar c’hristen war gresk er mad, enn eur stourm distak eo ec’h hello lavaret evel ann Abostol sant Paol : Ne gredann ket e venn c’hoaz ker kouls ha ma fell d’in beza ; da c’hortoz, ec’h ankounac’haann kemend a zo war va lerc’h hag e kerzann affo araok, evit tizout da benn ann hent, evit kaout ar c’hopr a vezo roet d’e-omp, me lavar ann euruzded a bado da viken, ann euruzded ma’z omp bet galvet d’ezhi gant Jezuz-Krist he-unan.
1. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, ezomm braz am euz, hervez ma welann, da zeski gouzanv hep klemm, rak e-leiz a draou a zeu da enebi ouz ann den hed he vuez. N’euz fors petra a rinn evit beza e peoc’h, va buez ne hell tremen hep brezel nag anken.
2. — Jezuz-Krist. — Kement-se a zo gwir, va map ; ne fell ket d’in evelato e klaskfac’h eur peoc’h a ve hep ket a demptasion, hep ket a enebiez. Me a fell d’in enn enep e kredfac’h ho pe neuze