Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
III LEVR. — XI KENTEL.

traou distera hep en em glemm gweach e-bed, petra ziez-bennag a zeufe da ober poan d’ezhan.


EVIT HOR C’HELENN.


Stourm kalet a zo red a-enep hor spered, rak kas a ra ac’hanomp diwar ann hent mad ; touella a ra ac’hanomp gant he zem-skeud hag hon dougen a ra da glask anaout traou noazuz de-omp. Stourm ive a zo red a-enep ar c’hoantegesiou a enkrez ac’hanomp, a-enep ar skianchou a-ziaveaz a stlabez hon ene hag a ra d’ezhan plega war-zu ann douar. Na pegen truezuz eo stad ann den kouezet er pec’hed ! Daoust da ze, arabad eo d’ezhan en em zigalounekaat, rak ne d-eo ket bet dilezet gant Doue : trec’hi a hell mar kar. Ar feiz a dorr nerz ann enkresiou a zeu da bistiga ar spered, hag a laka anezhan da choum stard er wirionez. Ann hini en em laka holl etre daouarn Doue, hen-nez a zo ar peoc’h enn he ene, rak neuze e vez mouget pep strouez fall enn he galoun, hag ive ar c’hoantegesiou a douel he feiz, dre ma’z int mad da welet. Evit lavaret berr, trec’hi a hellomp ar c’hik o pidi Doue, oc’h en em izelaat hon-unan, oc’h ober pinijen, gant ma vezo kastizet ar c’horf ha lekeat da blega. Enn eur stourm evel-se hep paouez eo ez a