nemet enn-oun ; rak n’euz den mad nemet Doue he-unan a dle beza meulet ha binniget dreist pep tra hag e pep tra.
Kement mad a zo ia zeu digant Doue a zo ar mad dreist pep mad. Kement tra a ra a zo mad, o veza ma tenn pep mad anezhan he-unan. Nemet ar pec’hed, n’euz war ann douar drouk all e-bed. Ar boan hon euz evit ar pec’hed ne d-eo ket eunn drouk anezhi, rak pa he gouzanvomp a galoun vad, e vez lamet ar pec’hed, hag ar boan-ze a zigas a nevez ar reiz-vad a ioa bet torret gant ar pec’hed. Digant Doue eta e teu d’e-omp ar vuez, ar skiant-vad hag ive ar garantez a dle sevel hep paouez etrezek ann hini en deuz roet anezhi d’e-omp ; ac’hanomp hon-unan n’omp netra, n’omp ket zo-ken evit lavaret : Va Zad ! rak ne ouzomp ket pedi. Ar Spered-Santel a zo enn-omp eo a bed evid-omp, muioc’h eget na oufemp lavaret. N’hon euz netra d’e-omp hon-unan, netra nemet ar pec’hed, ha ni eo a zo kiriek pa vez great ar pec’hed ; hag ar maro a zo d’ezhan evit he c’hobr.
Peger braz stad bennag a rafemp ac’hanomp hon-unan, ne d-omp netra ken, n’hon euz netra ken nemet ar pez a ro Doue d’e-omp anezhan he-unan dre he